Listen

Description

Ur c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e dud. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant ur c’hazh, un enebour touet sañset. Goude ar sach-blev, e teu mare an eskemm. Ha ma cheñchfe e savboent war e vuhez a-drugarez d’ar bisig-se ? Skrivet ha c'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh