Solenn a zo 11 vloaz hag e-kerzh ar vakañsoù goañv eo bet kaset da ti he zad-kozh, en ur geriadenn war bord ar mor, goullo, bremañ m’emañ aet kuit an douristed. Ur benveg poltriji he deus kaset ganti evit ober he labour-skol. Evit kleub ar skolaj eo dav dezhi tapout poltriji tud a zo kar dezhi, mignoned pe tud he familh. Met penaos ober p’emañ hi hec’h-unan penn gant he zad kozh? Un dra bennak all a chal anezhi ivez pa’n em gav er geriadenn. Perak ‘ta ez eus bet savet ur gloued tro-dro d’he jardin gant Janine, an amezegez? Perak e vez serret o boliji gant an holl amezeien e fin an abardevezh ha pa z’eo deiz c’hoazh ? Perak ‘ta e vez alc’hwezet armel ar boutoù gant he zad-kozh ? Ha troet e vefe da foll holl re gozh ar geriadenn ? Dizoleiñ a raio buan Solenn ez eus c’hoarvezet davourdoù kevrinus er c’harter ha gant sikour he benveg poltriji ez aio war roud laer diwelus an aod wenn.Skrivet ha c'hoariet gant Mai Lincoln - Mouezhioù ouzhpenn : Klet Beyer, Yann-Herle Gourves ha Marion Gwenn - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Victor Blanchard - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh