Listen

Description

Lulu, ur paotrig 10 vloaz, a zo o paouez cheñch skol. Bep daou vloaz e vez kaset e vamm da labourat en ur gêr nevez ha bep tro e vez ret dezhañ heuliañ. N’eo ket ar wech kentañ dezhañ kaout da ober e doull en un endro nevez, met startoc’h eo an traoù ar wech-mañ. Lulu ne deu ket a-benn da zesachañ evezh e gamaladed, daoust dezhañ bezañ ur paotr « cool » hag ur mailh war ar mell-droad. Pa vo ret dezhañ fardañ ur gwastell evit lidañ e zeiz-ha-bloaz gant e glasad nevez e vo lakaet Lulu diaes, rak ne oar ket keginañ ha ne’z eus den er gêr evit e sikour, paket ma vez e dud gant o labour d’ar merc’her ! Neuze e kinnigo Ingrid, keginerez ar skol reiñ an dorn dezhañ evit fardañ ur gwastell. Daoust da houmañ bezañ brudet fall e touesk ar vugale, e tegemer Lulu he sikour. Skrivet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh