Listen

Description

Nevez dilojet o deus Luz hag he mamm. En he zi nevez e tremen ar grennardez hec'h amzer en he gwele oc'h ijinañ istorioù hag o skrivañ en he deizlevr. Un devezh e skriv unan bennak dianv dezhi en he journal-pemdeziek hag e krog ur c'hoari-eskemm etreze o-daou. Ar c'hoari a lako ar grennardez da guitaat he bed-kuzh tamm-ha-tamm peogwir e ranko seveniñ kefridioù an heskiner. Na vefe ket ar vouezh un tu da gas anezhi er-maez eus he bed ?Skrivet ha c'hoariet gant Gwenola Coic - Mouezhioù ouzhpenn : Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Victor Blanchard - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh