Ur pemoc'hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva meuzioù saourus ? Fardañ boued marteze ? Met se 'zo afer ar re vras ha re vihan eo Padrig 'vit poent. Nemet e yafe de c'houlenn un tamm skoazell digant al loened all evel-just !Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh