Berrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar gwerennoù tev a zo war he fri. Ne gred ket mont davet ar re all. Ankeniet e vez war hent ar skol. Abaoe ur gwallzarvoud he doa bevet e c’houlenn he mamm diganti diwall atav. Un deiz, en ur zont en-dro d’ar gêr e kouezh he lunedoù e-barzh un toull don. Ne c’hell ket mui ober ur c’hammed ouzhpenn. Penaos treuziñ ur bed dispis penn-da-benn hag a seblant re zañjerus dezhi ? Pa glask sioulaat hec’h anken e klev Iris ur vouezhig a ginnig sikour dezhi. Marteze e c’hellfe mont dreist hec’h aon ha cheñch he darempred gant hec’h endro...Skrivet ha c'hoariet gant Maelc’hen Laviec - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari hag ar skrivañ : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Mae 2024 - Mersi bras da Tony Foricheur - Gant sikour Rannvro Breizh