Listen

Description

Dizoloiñ a ra Divi un drouiz diwelus war riblenn e gêriadenn. Den n’eo gouest da welet Haleg, an drouiz, war-bouez ar paotr yaouank. Kontañ a ra Haleg e istor da Divi : Baniset eo bet gant e re ha sordet evit bezañ implijet e c’halloudoù hud evitañ e-unan. Haleg n’hell bezañ dieubet nemet gant ur spered glan. Divi an hini eo marteze ?

Skrivet ha c’hoariet gant : Yann-Herle Gourves

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.