Listen

Description

Evit stourm ouzh an amzer hir e lak Ewen en e soñj kaout un Tad-kozh nevez. Ma c’hell an dud en oad advabañ, perak ne c’hellfe ket ar vugale ad-tadkozhañ ?

Ewen a gav neuze Yann-Fañch en Ehpad e-lec’h ma labour e dad. Gant joa e asant ar c’hozhiad dont da vezañ ezel eus ar familh Pennek. Liammoù kreñv a vez buanik etre Ewen ha Yann-Fañch, hag en em glevout a reont war ur poent : n’int ket plijet gant ar skol kentañ derez. Hogen, an amzer-dremenet a bak anezhañ en-dro a-greiz-holl, pa ra anaoudegezh gant an dentour, an Aotrou Brudul.

Skrivet gant : Loeiza an Duigou

C’hoari : Yann-Herle Gourves

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Mai Lincoln

Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Enrollet e Studio Dizale, e miz Eost 2024.

Gant sikour Rannvro Breizh - FALB.