Listen

Description

ATIQAQ, UN INUITEZ ER POL SU - RANN 1

Un istor ijinet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard

Ur gwallzarvoud zo c'hoarvezet er Pol Su : friket ur c'harr-nij war ar skorneg en ul lec'h start da dizhañ gant mikinikoù. E-bourzh an aervag e oa ur bagad touristed pinvidik o vont da vazenn Concordia. Marvet int moarvat. Med den ne oar. Ret eo gwiriañ. Goulennet zo bet gant Mashkuss -tad  Atiqaq, un inuitez yaouank a 12 vloaz-, dont da sikour. Neuze Mashkuss hag e verc'h o deus dilezet Inukjuak e Bro Nuvanik, o bro war vord morlenn Hudson ha beajet o deus gant o strolladig chas-stlejañ a-dreuz ar mor Atlantel gant ar vag Astrolabe daved an Antartik. 

Skrivet ha c’hoariet gant Louis-Jacques Suignard

Sonerezh : Krismenn

Sikour war ar skrivañ hag ar c’hoari : Thomas Cloarec

Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec

Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic

Produiñ : Kalanna hag Heklev Podkast

Tresadenn : Anna Duval Guennoc

Enrollet e studio Dizale e miz Kerzu 2024,

gant sikour Rannvro Breizh.