Listen

Description

Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoari : Marion Gwenn ha Kristof ar Menn - Sonerezh ha trouziañ : Krismenn, Gwenole Peaudecerf ha Pablo Salaün - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Teatr Piba, Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Streat ar Skol, Sant Kadou e miz C'hwevrer 2024 - Gant skoazell Rannvro Breizh