Skrivet eo bet an divizoù-mañ gant ar soñj kinnig abadennoù margodennoù da skolidi ar skolioù-mamm ha re ar c'helc'hiad 2. Plijout a raio dezho moarvat troioù-kaer Rozenn, Fañch al Laer hag an tudennoù en-dro dezho. Sikour a raio ar CD a-gevret da zeskiñ ar yezh diazez, distaget brav gant brezhonegerien ampart.
Skrivet gant Maryvonne Berthou. Skeudennet gant Gildas Chasseboeuf.
Roll an dud a vez klevet : Rozenn : Enora Thépaut, Mamm-Gozh : Naig Rozmor, Fañch al Laer : Guy Berthou, Al Labousig : Saig Ollivier, Ar Archer Du, Ar Pemoc'h, Ar Paotr Tev ha Diskouarn hir : Jakez ar Borgn, Ar Bleiz ha Moutig ar C'hazh : Yann-Fañch Kemener, Mon ar Gorriganez, Ar Vuoc'h, An Aval hag Ar Gonterez : Maryvonne Berthou, Ar C'honter, Ar Medisin, Tad-Kozh ha Montig ar C'hazh : Sten Charbonneau.