Emañ Louise, ur plac’hig unnek vloaz anezhi, o chom gant he zad hag he c’hoar henañ, en Alberta, ur rannvro a vro-Ganada. Souezhet bras eo Louise pa ra anaoudegezh gant un arzh gwenn-treuzwelus a wel a-dreñv dezhi. Heuliañ a ra anezhi e kement lec’h ‘zo tout. War he seulioù e vez dalc’hmat. Buan e teu an arzh da vezañ he mignon. En em fiziout a ra ennañ. Met penaos kendrec’hiñ he familh ez eus anezhañ. N’eo ket aes,dreist-holl pa wel ar plac’h yaouank arzhed treuzwzelus tamm ha tamm e pep lec’h, a-dreñv d’ he zad , a-dreñv d’ he c’hoar, a -dreñv da bep amezeg. Un aloubadeg ! Ar gudenn eo, n’eus nemet Louise a wel anezho.Treiñ - Traduction: Gwenola Coic - Ren arzel – Direction artistique : Mai Lincoln - C’hoari - Interprétation : Mona Caroff, Yann-Herle Gourvès, Marion Gwenn, Lleuwenn Steffan ha Tangi Daniel - Sonerezh ha trouziañ – Musique et bruitage : Lleuwenn Steffan - Enrollañ ha kemmeskañ - Enregistrement et mixage : Jean Mari Ollivier - Produiñ – Production : Kalanna, Teatr Piba - Skignañ - Diffusion : Radio Kerne - Enrollet e Studio Streat ar skol, Sant-Kadou e miz Ebrel 2022. - Enregistré au studio streat ar skol en avril 2022.