War ar blanedenn Tulum e vev hon arozig, ur paotrig hanter sarpant. Seizh bloaz en deus, ur mignon en deus, ur wezenn derv, ur voest vurzhudus en deus ivez ! Gallout a ra e voest kas anezhan lec'h faot dezhan war e blanedenn. E vamm-gozh Mamouchka a ra forzhig war e dro met, re gozh eo breman 'vit n'em daoublegan ha mont asamblez gantan da fouetan bro er voest ! Ha, dibosubl ivez d'e vignon ar wezenn mont da bourmen gantan er voest. En ur sac'hig- kein en deus prientet Yang Yang gant chikour Mamouchka hag e erbedoù, e aferiou gouronkan , ur merenn vihan ... Mont a ra da c'hoari e unan... Kejan a raio gant ur mignon fentus...ha PEGUS !Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e miz Ebrel 2024 - Gant sikour Rannvro Breizh