Look for any podcast host, guest or anyone
Showing episodes and shows of

Heklev Podkast

Shows

Lenn, son ha c’hoariLenn, son ha c’hoariHeklev Podkast veut impulser la création de fiction audioE Sant Kadou, e Penn-ar-bed, edo ar skipailh Heklev Podkast e studio streat ar skol evit enrollañ un istor faltaziek nevez da selaou. Lakaet eo war o lec'hienn heklevpodkast.bzh. Warnañ e vez kavet istorioù evit ar re vihan hag ar re vras, krouet abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Youl zo ganto evit krouiñ istorioù faltaziek nevez e brezhoneg abaoe fin 2022. L'équipe d'Heklev Podkast était en train d'enregistrer une nouvelle histoire imaginaire à Saint-Cadou dans le studio d'enregistrement streat ar skol. Elle est à écouter gratuitement sur le site internet heklevpodkast.bzh. Vous y trouverez des histoires qui conviennent autant aux adultes...2024-12-0228 minHeklev PodKastHeklev PodKastTro-dro dinBerrwel eo Iris da vat. Kuzhet a-dreñv he lunedoù e vez sachet hec’h evezh gant an disterañ munud a wel, brasaet dre ar gwerennoù tev a zo war he fri. Ne gred ket mont davet ar re all. Ankeniet e vez war hent ar skol. Abaoe ur gwallzarvoud he doa bevet e c’houlenn he mamm diganti diwall atav. Un deiz, en ur zont en-dro d’ar gêr e kouezh he lunedoù e-barzh un toull don. Ne c’hell ket mui ober ur c’hammed ouzhpenn. Penaos treuziñ ur bed dispis penn-da-benn hag a seblant re zañjerus dezhi ? Pa g...2024-06-1321 minHeklev PodKastHeklev PodKastNe gouskan ket ken !Betek ar 24 a viz C’hwevrer e oa Aloïs ur paotr normal : un tad, ur vamm, div c’hoar vihan, mignoned, notennoù dereat er skolaj… Mont a rae mat pep tra. D’ar 24 a viz C’hwevrer en deus bet Aloïs 12 vloaz. Ur cheñchamant nevez en e vuhez : Aloïs ne gousk ket ken. N’eo ket skuizh, n’en deus ket ezhomm da gousket ken. Hir e kav e amzer en e gambr war greiz an noz neuze e tiviz mont da bourmen er-maez. Un avantur dic’hortoz o kregiñ evitañ !Skrivet ha c'hoariet gant Maiwenn Morvan - Sonerezh : Kri...2024-06-1323 minHeklev PodKastHeklev PodKastLizig hag ar garantezLizig a zo 12 vloaz hag o paouez en em gavout er bempvet klas emañ. He c’hamaraded klas a zo deuet da vezañ sot gant an istorioù karantez. Diaes dezhi kompren perak ha pa bok evit ar wech kentañ d’ur paotr ne sant netra… Gouestaat e kresk enni santimantoù evit he mignonez wellañ, Riwana, met ne oar ket ma’z eo posubl karout merc’hed. Gant sikour ur gasourez e kompreno e c’hell karout n’eus forzh piv, ne vern ar jener.Skrivet ha c'hoariet gant Aziliz Peaudecerf - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari hag ar skrivañ : Mai Lincol...2024-06-1318 minHeklev PodKastHeklev PodKastAr gapitenez hag ar GoelanAr gapitenez hag ar Goelan a gont istor Zaig, ur besketourez kozh ha Tantan, ul labous mor. Gant an oad e teu Zaig, ar gapitenez, da vezañ dall, met sikouret e vez war vor gant Tantan ar goelan. Mignon feal e chomo dezhi pa droio kein akipaj ar vag d’e gapitenez memes... Skrivet ha c'hoariet gant Bleuenn Ar Borgn ha Thibault Ar Meur - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar skrivañ hag ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio...2024-06-1313 minHeklev PodKastHeklev PodKastTro-gaer Klotig al logodennig kalonekUl logodennig fin ha kalonek eo Klotig. Ur gudenn zo siwazh, n’eus ket boued er boubellenn ken. Evuruzamant zo erruet ul lapinez nevez en ti ha boued a-vil-vern ganti. Daoust hag e c’hello Klotig mont davet al lapinez hep bezañ tapet gant skilfoù Tapioka ar gazhez?Skrivet ha c'hoariet gant Riwal Kermarrec - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Théophile Rousic-Plantec - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Sikour war ar brezhoneg : Gwenola Coic - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Enrollet e studio Dizale e miz Mae 2024 - Gant siko...2024-06-1310 minHeklev PodKastHeklev PodKastSkeud va zadE 1945 emaomp. War Enez Sun emañ Klet hag e vamm o chom. Nav bloaz eo Klet. Aet eo e dad da Londrez pemp bloaz zo, galvet gant De Gaulle. Klet n’en deus ket kalz soñj anezhañ neuze. Aonik eo. Diouzh noz eo kustum e vamm lavaret dezhañ emañ e dad o gwareziñ anezhañ, hag hi o tiskouez he skeud bras dezhi ouzh moger ar gambr...Skrivet ha c'hoariet gant Paskal Hervio - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkas...2024-05-0924 minHeklev PodKastHeklev PodKastNo DazontE Brest emañ ar paotrig fur Mael o chom. E dud o deus kempennet un ti kozh ha dirapar a oa skwatet gwechall war ar porzh. Ne oa chomet netra deus dafar an ti-se pa ne vefe ur c'hozh pezh-arebeuri er grignol. Un deiz, p'emañ Mael o furchal e-barzh, e lak e grabannoù war ur benveg diamzeriet skrivet « Walkman » warnañ. Kompren a ra ez eus un dra bennak da selaou...Skrivet ha c'hoariet gant Tangi Merien - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon ha Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Linco...2024-05-0919 minHeklev PodKastHeklev PodKastMarc'heg TheloThelo a zo ur paotrig ampart evit fardañ krampouezh saourus. Pourvezet mat eo gant e yar Kotkot hag e vuoc'h Bubu. Mennet eo da gemer perzh e kenstrivadeg e gêriadenn, met ur c'hrenn-douar a lak un termen d'ar gouel. Deuet a gammedoù ponner, ur ramzez bet desachet gant frond an amann a c'houlenn he lod...Skrivet gant Loeiza An Duigou - C'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola...2024-05-0915 minHeklev PodKastHeklev PodKastGwion hag al LeonGwion, ur furlukin bihan, a zo mignon bras gant leon kozh ar sirk. Un deiz e sant al leon kozh emañ ar fin o tostaat evitañ. Goulenn a ra neuze gant Gwion da zigeriñ dor ar gaoued dezhañ a-benn mont da bourmen hag anavezhout ar bed-bras a -raok na vije re ziwezhat...Skrivet ha c'hoariet gant Loeiza Beauvir - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Sikour war ar skrivañ : Mai Lincoln - Produiñ : Kalanna ha Heklev Podkast - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e studio Dizale e Kemper e...2024-05-0916 minHeklev PodKastHeklev PodKastTroioù-kaer Yang Yang : Ur mignon nevezWar ar blanedenn Tulum e vev hon arozig, ur paotrig hanter sarpant. Seizh bloaz en deus, ur mignon en deus, ur wezenn derv, ur voest vurzhudus en deus ivez ! Gallout a ra e voest kas anezhan lec'h faot dezhan war e blanedenn. E vamm-gozh Mamouchka a ra forzhig war e dro met, re gozh eo breman 'vit n'em daoublegan ha mont asamblez gantan da fouetan bro er voest ! Ha, dibosubl ivez d'e vignon ar wezenn mont da bourmen gantan er voest. En ur sac'hig- kein en deus prientet Yang Yang gant chikour Mamouchka hag e erbedoù, e aferiou gouronkan , ur m...2024-05-0913 minHeklev PodKastHeklev PodKastDonvor 06 - Don a zo du-hontDiwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoar...2024-02-2315 minHeklev PodKastHeklev PodKastDonvor 05 - Bez 'zo ac'hanon peogwir zo deus egileDiwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoar...2024-02-2314 minHeklev PodKastHeklev PodKastDonvor 04 - Levrioù ken niverus ken ne c'heller ket o lennDiwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoar...2024-02-2314 minHeklev PodKastHeklev PodKastDonvor 03 - Dindan hon treid e vefe eus ar c'heneliezh c'hoazh ?Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoar...2024-02-2314 minHeklev PodKastHeklev PodKastDonvor 02 - Ur bed splujet en noz nukleelDiwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoar...2024-02-2316 minHeklev PodKastHeklev PodKastDonvor 01 - Pegeit o do ezhomm da bareañ ?Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet eo bet ar faltazi radio-mañ diwar an abadenn DONVOR krouet e miz genver 2020. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. Ur veaj eo war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin.Skrivañ : David Walh - Treiñ : Gwenola Coic - Ren arzel : Thomas Cloarec - Diwar oberenn DONVOR krouet gant Teatr Piba - C'hoar...2024-02-2315 minLenn, son ha c’hoariLenn, son ha c’hoariHeklev Podkast veut impulser la création de fiction audio en bretonE Sant Kadou, e Penn-ar-bed, edo ar skipailh Heklev Podkast e studio streat ar skol evit enrollañ un istor faltaziek nevez da selaou. A-benn an nevez amzer e vo lakaet war o lec'hienn heklevpodkast.bzh. Warnañ e vez kavet istorioù evit ar re vihan hag ar re vras, krouet abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù. Youl zo ganto evit krouiñ istorioù faltaziek nevez e brezhoneg abaoe fin 2022. L'équipe d'Heklev Podkast était en train d'enregistrer une nouvelle histoire imaginaire à Saint-Cadou dans le studio d'enregistrmeent streat ar skol. Elle sera à écouter gratuitement sur le site internet heklevpodkast.bzh d'ici le printemps. Vous y trouv...2024-02-1928 minHeklev PodKastHeklev PodKastMa bedig-bed din-meNevez dilojet o deus Luz hag he mamm. En he zi nevez e tremen ar grennardez hec'h amzer en he gwele oc'h ijinañ istorioù hag o skrivañ en he deizlevr. Un devezh e skriv unan bennak dianv dezhi en he journal-pemdeziek hag e krog ur c'hoari-eskemm etreze o-daou. Ar c'hoari a lako ar grennardez da guitaat he bed-kuzh tamm-ha-tamm peogwir e ranko seveniñ kefridioù an heskiner. Na vefe ket ar vouezh un tu da gas anezhi er-maez eus he bed ?Skrivet ha c'hoariet gant Gwenola Coic - Mouezhioù ouzhpenn : Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'h...2023-11-0620 minHeklev PodKastHeklev PodKastLulu hag IngridLulu, ur paotrig 10 vloaz, a zo o paouez cheñch skol. Bep daou vloaz e vez kaset e vamm da labourat en ur gêr nevez ha bep tro e vez ret dezhañ heuliañ. N’eo ket ar wech kentañ dezhañ kaout da ober e doull en un endro nevez, met startoc’h eo an traoù ar wech-mañ. Lulu ne deu ket a-benn da zesachañ evezh e gamaladed, daoust dezhañ bezañ ur paotr « cool » hag ur mailh war ar mell-droad. Pa vo ret dezhañ fardañ ur gwastell evit lidañ e zeiz-ha-bloaz gant e glasad nevez e vo lakaet Lulu diaes, rak ne oar ket kegin...2023-11-0617 minHeklev PodKastHeklev PodKastPenaos on deuet da vezañ ur gwaz dindan un nozvezhPenaos dont da vezañ ur gwaz dindan un nozvezh a gont sotoni kentañ Théodore. Hemañ a zo ur mab-d'e-dadig bet disoñjet er skol gant Betty, his baby-sitter. En em gavout a ra en diwallerezh gant Rozenn, ur plac'hig disheñvel-mik. Hogen, liammet int gant ur c'hoant: tec'hout kuit a-raok bezañ kaset gant ar fliked. Kantren a reont en noz, dre an dachenn c'hoari ha betek ar bredospital. Eno emañ Mamm Théodore o chom, rak kavout a ra dezhi eo Anna Vreizh. En ur reiñ da anavezout d’e vignonez nevez e sekred e cheñcho ar paotrig hag e tiwano...2023-11-0617 minHeklev PodKastHeklev PodKastFlashSolenn a zo 11 vloaz hag e-kerzh ar vakañsoù goañv eo bet kaset da ti he zad-kozh, en ur geriadenn war bord ar mor, goullo, bremañ m’emañ aet kuit an douristed. Ur benveg poltriji he deus kaset ganti evit ober he labour-skol. Evit kleub ar skolaj eo dav dezhi tapout poltriji tud a zo kar dezhi, mignoned pe tud he familh. Met penaos ober p’emañ hi hec’h-unan penn gant he zad kozh? Un dra bennak all a chal anezhi ivez pa’n em gav er geriadenn. Perak ‘ta ez eus bet savet ur gloued tro-dro d’he jardin gant Jan...2023-11-0623 minHeklev PodKastHeklev PodKastAr vengleuzE-kreiz un hañvezh tomm-gor emañ an daou vignon Yuna ha Lomig, 10 vloaz, o c’hortoz mont da vakansiñ. E-keit-se e teu ar gêriadenn da vezañ un dachenn vrav evit bevañ o avañturioù. Un dachenn leun ha sekredoù kuzhet hag a gejadennoù kevrinus. Skrivet ha c'hoariet gant Thoms Cloarec - Mouezhioù ouzhpenn : Mai Lincoln ha Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Krismenn - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 Gant sikour Reda...2023-11-0617 minHeklev PodKastHeklev PodKastYang Yang Rann 2Troioù-kaer Yang Yang : Rann 2: an amprevaned.O c’hoari el liorzh eman Yang Yang, pa tizolo ur voest-hud a-drugarez d’ur c’hwil du… ur vouest a c’hello kas anezhañ lec’h ma faot dezhañ.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh2023-09-0412 minHeklev PodKastHeklev PodKastYang Yang Rann 1Troioù-kaer Yang Yang : Rann 1 : al levr-burzhudus.Yang Yang ‘zo ur paotrig sarpant, ne oar ket lenn ha ne blij ket dezhañ ar skol. Gant sikour e vamm-gozh hag un tamm burzhud… e teuio a-benn da zeskiñ lenn ha muioc’h c’hoazh.Skrivet ha c'hoariet gant Marion Gwenn - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gege Gwenn ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha2023-09-0414 minHeklev PodKastHeklev PodKastPadrig ar pemoc'hUr pemoc'hig lipous eo Padrig met aet eo skuizh o tebriñ chips bemdez. Penaos ober neuze evit dizoloiñ blazioù nevez ha tañva meuzioù saourus ? Fardañ boued marteze ? Met se 'zo afer ar re vras ha re vihan eo Padrig 'vit poent. Nemet e yafe de c'houlenn un tamm skoazell digant al loened all evel-just !Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Mai Lincoln - Enrollañ ha kemmeskañ : Martin Delafosse - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer ha Gwenola Coic - Enrollet e Sal an Armorika e P...2023-09-0412 minHeklev PodKastHeklev PodKastEvel ki ha kazhUr c’hi a feson eo Balthazar. Gouest eo da gas e gefridi da benn digudenn. Diwall a ra mat e dachenn ha gwareziñ a ra e dud. Un deiz bennak e ra anaoudegezh gant ur c’hazh, un enebour touet sañset. Goude ar sach-blev, e teu mare an eskemm. Ha ma cheñchfe e savboent war e vuhez a-drugarez d’ar bisig-se ? Skrivet ha c'hoariet gant Yann-Herle Gourves - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Gwenola Coic - Enrol...2023-09-0419 minHeklev PodKastHeklev PodKastE tro an noz digorEtre mirdi an dinozored hag un diskouezhadeg bigi morlaeron eo bet stank mat dibenn sun Tremeur. Un toullad istorioù ha mojennoù digredus a zo bet kontet dezhañ. Dizoloet en deus ivez gant bagadoù tudennoù kevrinus ha tropelladoù anevaled bammus an amzer dremenet.Skrivet ha c'hoariet gant Klet Beyer - Sonerezh : Perynn Bleunven - Sikour war ar c'hoari : Thomas Cloarec - Enrollañ ha kemmeskañ : Gweltaz Foulon - Produiñ : Kalanna, Heklev Podkast ha Teatr Piba - Mersi bras da Mich Beyer - Enrollet e Sal an Armorika e Plougerne e miz Gouere 2023 - Gant sikour Redadeg 2022 ha Rannvro Breizh2023-09-0413 min