podcast
details
.com
Print
Share
Look for any podcast host, guest or anyone
Search
Showing episodes and shows of
Yuna Cojean
Shows
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Ensteudoù Essure : diwallerez a-dreuz ar pennadurezhioù yec'hedel #3
Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se. (emoji) Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron Splann a zo ouzh mikro Yuna Cojan. Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Europa ? Dre un siell CE. C-E, an div lizher...
2024-09-25
14 min
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Ensteudoù Essure : un dokumant koachet gant Ajañs ar yec'hed #2
Kantadoù a miliadoù a vaouezed o deus lakaet an Essure en o c’horf, kuit da vezañ dougerez. Met ur bern dioñte zo kouezhet klañv-ki dibaoe, herveze, ablamour da eil-efedoù fall an ensteud. Dibaoe bloavezhioù, e chom Bayer oc’h embann, n’eus tamm kudenn ebet gant ar produ-se. Met anavezet oa a riskloù dibaoe pell gant Bayer hag an Aozadurioù ofisiel en karg da wareziñ yec’hed an dud. Met chomet int mut war ar c’hudennoù-se. Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo disko...
2024-09-24
17 min
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
Ensteudoù Essure : Breizhadezed klañv o klask respontoù #1
Klañv, nammet, diskaret o buhez, gouzañverezed an ensteudoù (implants e galleg) Essure a gas o enklaskoù da benn evit kaout respontoù. E Breizh ez eo aet div vaouez betek hejañ ar pennadurezhioù yec’hed. Isabelle Ellis zo 54 bloaz, emañ o chom e Sant Brieg. Klañvdiourez e oa, ha bremañ ez eo yac’hadourez evit ar vugale. Pa oa o klask un hilastalierezh da viken (koñtrasepsion) e oa bet lakaet un Essure da Isabelle d’an 21 a viz Eost 2008, daou ensteudad bihan meskaj metaloù silet e korzennoù an uterus. Dindan un nebeut mizioù e krog Isabe...
2024-09-23
19 min
Enklaskoù « Splann ! » da selaou
[TEASER] Essure : implantoù pistrius e korf ar merc'hed
Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. « Splann ! » ‘neus kavet anezhañ. Dizoloit teir lodenn hon enklask dre un abadenn hir savet gant hon media ha skipailh Radio Breizh. Emgav adalek d’al Lun 23 a viz Gwengolo 2024. Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radio...
2024-09-10
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 20/06/2024
Annaick Loizel, heñchourez e mirdi an Arzoù Kaer e Kemper diwar-benn an diskouezadeg gouestlet d'an arzour breizhat Pierre de Belay. Brieg Guerveno diwar-benn e droiad anvet Ma Unan hag e bladenn nevez enrollet e bro Euskadi. Heuliadenn ar sizhun : Yann-Ewan L'haridon, Menez Kernall gant Modkozmik Galaktik Kronikoù : Ali Lenn : Les étincelles gant Julien Sandrel Istor Bihan Breizh : Ar Sent Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2024-06-20
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 12/06/2024
Ar C'hoarioù O'Lambig, d'an 13 a viz Gouere, e Ploveilh, kinniget gant Clelia Steczuk ha David Ansker eus Ti ar Vro Kemper Drev Torc'h diwar-benn Fest an Aven Heuliadenn ar sizhun : Gwennyn, Enez Kronikoù Istor Kemper, istor Breizh : ar Brovidañs Barzhaz : Gwenn kann du-bran ruz-tan Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2024-06-12
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 06/06/2024
Gwenola Gérard-Seznec diwar-benn Alternatiba, keriadenn an eil-doareoù aozet e Konk-Kerne Ronan Postic diwar-bann an droug-penn gwazhiel Heuliadenn ar sizhun : Claire Cariou, En selle vers la réduction des déchets Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Le sourire d'Auschwitz, Stéphanie Trouillard Istor bihan Breizh : ar bier Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2024-06-06
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 27/05/2024
Garance Royer diwar-benn Ti Kengred Kermarron Klervi Guelou eus an daoud C'hoarezed Guelou diwar-benn ar c'han Heuliadenn ar sizhun : Aline Gleoneg, poltrejourez ar pobloù Kronikoù 2vn evit kompren : ar bizied ridennet en dour War hentoù an antroposen : energiezh osmotek Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2024-05-27
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 23/05/2024
Yvon Bordier, diwar-benn 40 vloaz Kanerien Sant Meryn Gégé Gwenn ha Kristian Braz diwar-benn saloñs ar Gouelan Masklet Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec, pesketiñ en inizi Kergelen Kronikoù Ali lenn ar sizhun : L'île des âmes, Piergiogio Pulixi Istor bihan Breizh : boeson ar Vretoned, sistr pe gwin ? Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2024-05-23
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 15/05/2024
Pierre Gestin, buhezour sevenadurel e porzh-mirdi Douarnenez diwar-benn an diskouezadeg nevez : [Au jardin des Hespérides.] (https://www.port-musee.org/?event=au-jardin-des-hesperides&event_date=2024-05-16) Youn Jardin diwar-benn [ur brezegenn evit gouzout hiroc'h war stad an traoù e Palestina] (https://www.letelegramme.fr/finistere/quimper-29000/proche-orient-une-conference-du-docteur-le-nen-jeudi-16-mai-a-quimper-6583772.php) gant ar c’helenner-medisin Dominique le Nen hag ar gevredigezh Amani. Heuliadenn ar sizhun : Kristen Nikolaz Kronikoù : istor Kemper : Mikael Varion Barzhaz : An enezenn gevrinus Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2024-05-15
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 15/04/2024
Marin Lhopiteau, ezel eus ar c'hub-nijal e aerborzh Kemper, goude ar mell rave party zo bet aozet war leurennoù pradañ an aerborzh. Bugale Skol DivYezh an Elian hag o skolaerez, Emeline Joncour, diwar-benn ar bladenn gant Jean-Luc ha Noah Roudaut. Heuliadenn ar sizhun : Yvonne Kernevez Kronikoù 2 vunutenn evit kompren : ar skinforn War hentoù an antroposen : Hipathia Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Tadeu Jnr dre Unsplash
2024-04-15
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 10/04/2024
Anna Marie Gloaguen diwar-benn ur filaj dalc'het e ti-feurm La Haye e Langonned d'ar Sul 14 a viz Ebrel. An aesañ stroll, petra eo ? Ludsine Briand a lâr hiroc'h deomp. Heuliadenn ar sizhun : Denise Jardin, ur poltred. Kronikoù : Istor Kemper : Anvioù straed ha karterioù Kemper Barzhaz : Ar Samaritan Madelezhus gant Jarl Priel Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2024-04-10
00 min
C'hwezh an deiz
28/03/2024
Aela ar Meur penngasourez e skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper diwar-benn al label Kevaltaded Paotred-Merc'hed lakaet e plas er skolaj. Anjelia Hie diwar-benn 47-vet gouel Nevez Amzer Kastell Nevez dalc'het d'ar sul 31 a viz Meurzh. Heuliadenn ar sizhun : Gwennyn ha Madelyn Ann, ur gaozeadenn Kronikoù : Ali Lenn : La boutique aux poisons gant Sarah Penner Istor Bihan Breizh : Deus pelec'h e teu ar c'hrampouez ? Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2024-03-28
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 20/03/2024
C'hwezh an Deiz 20/03/2024 Solenn Goiset, war-benn ar sier bara vo distribuet gant Mignoned ar Brezhoneg. Gwennyn ha Madelyn Ann, aterset gant Morgane Bramoullé. Kronikennoù : Istor Kemper, Istor Breizh / Brav ha Bev Keleier gant Yuna Cojean
2024-03-20
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 22/02/2024
Mar, stajiadez e Emglev Bro Douarnenez ha Maxime Touzé ken-prezidant diwar-benn an darvoudoù aozet da geñver mizvezh ar brezhoneg. Ar PPPE, Parcours préparatoire au professorat des écoles gant Gwenole Larvol, unan eus ar gelennerien. Heuliadenn ar sizhun : Louis Spinec, kabiten a vor en inizi Kergelen Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Les écoptimistes, gant Dorothée Moisan Desaver buzhug : an avaloù-douar 4 Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2024-02-22
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 15/02/2024
Manuella Flouriot diwar-benn ar pezh-c'hoari Ma Zone kaset da benn gant tredeidi skolaj La Mennais e Ponte-Kroaz. Ur raktres douget gant ar gevredigezh La Obra. Rejin Gwillamot diwar-benn ar barbershop, un doare da ganañ mod a cappella gant peder mouezh. Heuliadenn ar sizhun : Liorzh ar yezhoù gant Jorj Abherve Gwegen Kronikoù : Ali Lenn : Les pieds dans la terre gant Claire Lecoeuvre A bep giz : ar bloaz nevez Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2024-02-15
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 05/02/2024
Monica Hernandez, un ekuadorianez o chom e Kerlaz, diwar-benn stad an traoù en he bro Bernez Leon, prezidant ar gevredigezh sikour an enklask diwar-benn krign bev an empenn, Oligocyte Heuliadenn ar sizhun : Kelenn Nikolaz Kronikoù 2vn evit kompren : istor ar c'hafe War hentoù an antroposen : priz Nobel 2023 Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Yamil Salinas Martínez
2024-02-05
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 01/02/2024
Patricia Chorlay-Henot, renerezh ar greizenn stummañ [K] (https://www.kelenn.bzh/fr/) [elenn] (https://www.kelenn.bzh/fr/) ha Yann-fulup Dupuy, stummer war ar brezhoneg diwar-benn dorioù-digor ar greizenn hag ar stummadurioù kinniget. Uisant kreker diwar-benn Les Aires d'Agnés, ur raktres arc’hantaouet gant ar budjed perzhiañ lakaet e plas gant ti-kêr Kemper. Heuliadenn ar sizhun : Françoise Goaper, dielloù an departamant e brezhoneg. Kronikoù : Ali lenn : La vie en fuite gant John Boyne A bep giz : Thanksgiving Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.
2024-02-01
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 23/01/2024
Elen Rubin ha Colin Rousseau diwar-benn 7-vet koulzad [ar genstrivadeg Filmoù-chakod.] (http://www.daoulagad-breizh.org/filmougrave-chakod.html) Marine Gloaguen hag e skolajidi ha skolajiadezed diwar-benn [ar ganaouenn savet ganto evit ar Redadeg 2024 er rummad skolioù. ] (https://www.ar-redadeg.bzh/br/korn-ar-skoliou/article/dibabit-kanaouenn-ar-skoliou-evit-redadeg-2024) Heuliadenn ar sizhun : Padrig an Habask, ar gelaouenn ‘Al lanv’, niverenn nevesañ 167. Kronikoù : Ouzhpenn ar vretoned 'zo : Fall an traoù e Bachkortostan. Un den er bed : Marie de Kerstrat Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2024-01-23
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 27/12/2023
Uisant Crequer, eil maer Kemper, diwar-benn ar muzulioù nevez zo bet tapet gant ti-kêr Kemper evit reoliañ marc'had al lojeiz. Distro war 2023 : an takadoù gleb Heuliadenn ar sizhun : ar faltazi radio Ouzh Skleur an Noz, rann 4 Kronikoù Brav ha bev : medalhennoù an CNRS Istor Kemper, istor Breizh : ar prefeti ha straed Santez Katell Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Thesupermat
2023-12-27
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 18/12/2023
Klez Brandar diwar-benn Gouel Nedeleg e Republik Tchek. Cerys Hafana, sonerez eus Kembre, bet pedet gant ar festival Transmusicales ar bloaz-mañ Heuliadenn ar sizhun : Annaick Loizel, an diskouezadeg gouestlet da René Iché Kronikoù 2vn evit kompren : ar gluten Yec'hed : ar somatekaat Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Annie Spratt dre Unsplash
2023-12-18
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 13/12/2023
Katell Chantreau kuzulierez ker e Pouldregad ha bez prezidantez Douarnenez kumuniezh en karg eus an treuzkemm ekologel diwar-benn ar c'hudennoù lojeiz e Pouldregad. Jonas ar Gall a zo miliner en Erge-Vras. Ur veilh familh eo« Du grain au Pain », hag unan eus ar milinoù biologel nemeto e Penn-ar-Bed. Lerc'h ha Lerc'h : Kronikoù : Istor Kemper : Phallange d'Arvor Brav ha Bev : Ar c'homozom Y Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-12-13
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 06/12/2023
Anna Le Breton, gennanerez e Kastelnevez ar Faou, a gomz deomp eus ar mel e Europa. Marie-Dominique Le Guillou, ezel eus ar gevredigezh ‘Lagadenn’, diwar-benn an Telethon e Mollan. Heuliadenn ar sizhun : Sulian Moelo, liorzher e Trevarez Kronikoù Istor Kemper, istor Breizh : Ti Kodak Barzhaz : Micha Riou ha Gwastell ar Rouaned Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : [Mel ar vro] (https://www.facebook.com/profile.php?id=61550410258452)
2023-12-06
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 29/11/2023
Jeanne Spriet gopradez [Emglev Bro Douarnenez] (https://emglev-bro-dz.bzh/) ha Guiguite ezel eus ar c'huzul merañ diwar-benn ar fest an Diaoul a Gan evit klozañ gant ar festival Dispar Amzer. Erik Marchand ha Youenn Lange eus ar gevredigezh [Drom] (https://www.drom-kba.eu/) diwar-benn ar c'hollok war dodenn ar bourdoñs e-kerzh ar festival [No Border] (https://www.festivalnoborder.com/) e Brest. Lerc'h ha Lerc'h : Reun Quiniou, Sous l'hangar kronikoù : Istor Kemper : Ribloù an Odet Brav ha Bev : Ar plantennoù hag an trouz Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-11-29
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 24/11/2023
Yann Gwilhamot diwar-benn asezoù sevenadur Breizh hag ar brezhoneg a vo dalc'het e Kemper d'ar Sadorn 25 a viz Du. Gaidig ar Rouz eus Plannin Familh Douarnenez diwar-benn an devezh etrevroadel a-enep ar feulsterioù seksist ha seksel. Lerc'h ha Lerc'h : al loened "noazus" gant Jean-Yves Kervarc'heg. Kronikoù : War roudoù an dinozored : Ancient Earth Ijin : Muzuliañ an amzer Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-11-24
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 29/09/2023
Yann Guilhamot e anv ar gevredigezh Evel Just diwar-benn fest-noz Kalanna, nullet ar bloaz-mañ. Gwenn Meynier diwar-benn ur c'hoari-video anvet An Ankoù diorroet gant ar studio dizalc'h Alkemi Games lec'hiet e Naoned. Lerc'h ha Lerc'h : Aozañ hag en em aozañ evit hor yezhoù gant Tangi Louarn hag Anna-Vari Chapalain. Kronikoù : War roudoù an dinozored : Penaos kavout fosiloù ? Ijin : Ar "scrolling" didermen Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-09-29
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 08/06/2023
Alice eus ar strollegezh Sémaphore a stourm a-enep industriezh ar verdeadenn. Un industriezh saotrus-tre evit ar mor hag evit an endro dre vras. Aozet eo bet gant ar c'hollektif manifestadegoù a-enep bigi kroazier deuet betek bae Douarnenez. Ha n'eo ket bet gwelet mat-tre gant un nebeud eus annezidi ker ar pennoù-sardin ha ne gomprenont ket perak e vefe difennet d'an douristed seurt beajoù evel-se betek Douarnenez. Tenn-tre eo an darempredoù e Douarnenez dibaoe. Heuliadenn ar sizhun : Jean-Yves Kervarc'heg, diwar-benn efed an niver a gizier war al lapoused Kronikoù : Ali lenn : Klara and the Sun gant kazuo Ishiguro Ar strafu...
2023-06-08
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 02/05/2023
Yuna Roumier e servij keodedel er gevredigezh Daoulagad Breizh a lar hiroc'h deomp diwar-benn ar [chakod deiz hag ar Chakod Noz] (http://www.daoulagad-breizh.org/filmougrave-chakod.html) dalc'het d'ar 5 a viz Mae e Teiz Noaloù. Marc Perrod diwar-benn an tredan-gizidigezh. Heuliadenn ar sizhun : Ar bsikologourez Diane Levebvre Kronikoù : Ouzhpenn ar vretoned 'zo : Dizomajiñ an Amerindianed er C'hanada Un den er bed : Martha Gellhorn Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-05-02
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 25/04/2023
Mathieu le Guern diwar-benn an diskouezadeg [Gwez] (https://mediatheque.poullan-sur-mer.fr/node/content/nid/361907) da welet e mediaoueg Poullan. Romain Sponnagel eus ar strollad Kerbedig. Ar strollad neus lidet e 20 vloaz penn-kentañ miz Ebrel. Heuliadenn ar sizhun : Ar ganerezh Madelyn Ann Kronikoù : Ouzhpenn ar vretoned zo : Distrij ar c'hoadeier en Indonezi Un den er bed : Nijel Richards Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-04-25
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 19/04/2023
Gwenn Meynier diwar-benn bed ar c'hoarioù video evit an dud nammet. Tristan an Nedeleg diwar-benn an Taol-lañs aozet e-kerzh Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned. Kronikoù : Galv ar sonerezh : Klara Schumann Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie
2023-04-19
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 30/03/2023
Morgan Lincy-Fercot diwar-benn ar festival HIGA, festival ar yezhoù bihan e Euskadi Mael Genneg, rener an abadennoù brezhonek e Frañs 3 Breizh, diwar-benn Prizioù dazont ar brezhoneg Heuliadenn ar sizhun : ar strollad Sous l'hangar Kronikoù Ali lenn ar sizhun : La forêt brûlera sous nos pas Pesa mod 'vez lâr't : ar gwenedeg Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2023-03-30
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 20/03/2023
Ewen Corre aterset gant Marie-Anne Gilles diwar-benn ar fed deskiñ brezhoneg, al labour e brezhoneg ha penaos sevel ur gronikenn reoliek evit ur radio Reportaj gant Radio Kreiz Breizh diwar-benn ar c'hleuñvioù diskaret e Kreiz Breizh Heuliadenn ar sizhun : Gavotenn ar Vro Vigouden Kronikoù 2vn evit kompren : an delwennoù ejiptian difri Yec'hed : Brec'h ar marmous 2/2 Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : Kévin & Laurianne Langlais dre Unsplash
2023-03-20
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 09/03/2023
Anna-Vari Chapalain diwar-benn obererezh kêr Kemper da geñver an 8 a viz Meurzh, devezh etrevroadel gwirioù ar plac'hed Pauline Daniel diwar-benn ar gevredigezh Iti Ke Na Zonza Heuliadenn ar sizhun : Aurélie Le Déroff, diwar-benn an diskouezadeg Boudoù marvailhus, e maner Kernot e Mellag Kronikoù A bep giz : an impalaer Frederick II Peseurt mod 'vez lâret : ar Gwenedeg Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2023-03-09
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 02/03/2023
Dewi Siberil eus Brezhoweb diwar-benn an abadenn Mojennoù Tifenn Siret diwar-benn ar sikour a c'heller reiñ d'ar stal-levrioù Le temps de vivre er Faouet Heuliadenn ar sizhun : tezenn Tudi Crequer Kronikoù A bep giz : C'hwevrer Peseurt mod 'vez lâret : ar Gwenedeg Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé
2023-03-02
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 24/02/2023
Jeanne Spriet buhezourez e Emglev Bro Douarnenez ha Kaou Langoet eus skipailh Morzhol Prod diwar-benn ar [c'hino-Chakod] (https://emglev-bro-dz.bzh/filmou-chakod-2023/) dalc'het d'an 18 ha d'an 19 a viz Meurzh. Ha darvoudoù emglev evit mizvezh ar brezhoneg. Un darvoud kenaozet gant Emglev Bro Douarnenez hag ar gevredigezh [Daoualagad Breizh] (http://www.daoulagad-breizh.org/) . Nadja Broto diwar-benn ur festival Psychobilly dalc'het e miz Even gant ar gevredigezh [Les Déglingos] (https://www.facebook.com/groups/600193628301437/?hoisted_section_header_type=recently_seen&multi_permalinks=724160935904705) . Heuliadenn ar sizhun : Atav gant Annie Coz Kronikoù War Roudoù an dinozored : An dimorfodon 50 vloaz Dastum : Mari Anj Konan Keleier : Yuna...
2023-02-24
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 06/02/2023
Anna Vari Chapalain diwar-benn ar forum "Finistériennes, cap sur l'entrepreneuriat" Patricia Chorlay diwar-benn ar stummadurioù kinniget e Kelenn Heuliadenn ar sizhun : Agathe Seité eus ar gevredigezh Inizi Kronikoù Ali lenn ar sizhun : Isla Negra A bep giz : bluetooth Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : [Amy Hirschi] (https://unsplash.com/fr/@amyhirschi) dre Unsplash
2023-02-09
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 06/02/2023
Kristian Demeure Vallée diwar-benn an astenn .bzh, ur bilañs Maeline Caradec eus ar grevredigezh Ystopia Heuliadenn ar sizhun : Agathe Seité eus ar gevredigezh Inizi Kronikoù 2vn evit kompren : perak hon eus kollet hor feur Barzhaz : Ar steredenn lostek Keleier : Yuna Cojean Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé Skeudenn : logo Ystopia
2023-02-06
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 21/12/2022
Maksim Touzé, diwar-benn al levr nevez embannet gant Emglev Bro Douarnenez gouestlet da ganaouennoù kêr ar pennoù-sardin Heuliadenn ar sizhun : Annie Coz Kronikoù Ar Bed o treiñ : Marv Terry Hall Brav ha bev : An antibioresistañs 2 Keleier : Yuna Cojean Abadenn gant Morgane Bramoullé Skeudenn : golo al levr Kanit Pennoù-Sardin
2022-12-21
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 09/12/2022
Tristan Gloaguen, rener Kenleur diwar-benn an abadenn Kenleuriz kinniget e Pondi d'ar Sadorn 9 a viz Kerzu ha diwar-benn videoioù dastumet gantañ da welet war e chadenn [Youtube] (https://www.youtube.com/@trisgloa29) . Heuliadenn ar sizhun : Anne Goueroù diwar-benn un e-book gouestlet da dromeni vras Lokorn La troménie de Locronan, un chemin au rythme du temps celtique Kronikoù War Roudoù an dinozored : Ar c'hompsoniatus. 50 vloaz Dastum : An dastumerez Awenn Plougoulm Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn gant Marianne Vaidie
2022-12-09
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 30/11/2022
Yannig Guillanton, tenzorour ar gevredigezh C'hoarioù Breizh evit ober bilañs eus an darvoud en eus lusket ker Naoned etre ar c'hentañ hag an 10 a viz Gouere 2022. Katell Uguen diwar-benn ur prof ispisial resevet da herez gant Odile, he mamm, ha profet gant Roue Charlez pa oa Odile o teskiñ kembraeg e skol-veur Aberystwyth. Heuliadenn ar sizhun : Beajiñ slow gant Yann Guillamot. Kronikoù Ar bed o treiñ : Ur c'hoari hag a ra trouz. Brav ha Bev : Ar Beagle Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn gant Marianne Vaidie
2022-11-30
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an Deiz 22/11/2022
wen Korr diwar-benn ar rouedad OpenSource, Mastodon Fanny Chauffin diwar-benn an devezh evit ar gonterien ha konterezed brezhonek d'ar 4/12 Heuliadenn ar sizhun : ar c'hartennoù Magic gant Gurvan Parskav Kronikoù Ouzhpenn ar Vretoned zo : Ar bobl artchi Un den er bed : Ahmed Litim Keleier : Yuna Cojean Abadenn gant Morgane Bramoullé Skeudenn : logo Mastodon
2022-11-22
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 16/11/2022
Herri hag Annick a gemer perzh d'ar prantadoù eskemm e brezhoneg aozet gant ar gevredigezh "Culture pour Tous" e Gouezeg. Anna Quere diwar-benn ar prezegennoù aozet gant BCD bep miz e Mediaoueg An Oriant. Heuliadenn ar sizhun : An engravour Etienne Emily eus Douarnenez. Kronikoù Ar bed o Treiñ : Roudoù ar Challenger. Brav ha Bev : Priz Nobel 2022 ar medisinerezh. Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn gant Marianne Vaidie
2022-11-16
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 02/11/2022
Gwenole Fauve diwar-benn an diskouezadeg" War al ludu o tivogediñ" da welet e mirdi abati kozh Landevenneg betek ar 5 a viz Du. Bernez Rouz diwar-benn al levr "E koun Youenn Drezen". Ul levr skrivet gant nav den eus bodad-lenn ti ar vro Kemper. Heuliadenn ar sizhun : An engravour Etienne Emily. Kronikoù Ar bed o treiñ : An Islandiz hag ar Gristeniezh. Brav ha Bev : Ar plankton. Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Skeudenn : Penn-golo al levr "E koun Youenn Drezen" embannet gant Al Lañv. Abadenn gant Marianne Vaidie
2022-11-02
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 24/10/2022
Quentin Bleuzenn diwar-benn ar gevredigezh Megafaune ha beaj izili ar gevredigezh war o bag dre lienn La Baleine a zaio kuit e miz Kerzu war-zu an inizi Bro Ganari. Fa Ribaud diwar-benn deiziadur Diwan 2023 savet gant kerent skol Kastelin. Heuliadenn ar sizhun : Padrig an Habask diwar-benn niverenn nevez Al Lañv. Kronikoù 2 vunutenn evit kompren : Ar rodoù avel Kronik Yec'hed : Kleñved Charcot (2) Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn gant Marianne Vaidie
2022-10-24
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 19/10/2022
Yann-Fañch Jacq, krouer an ti-embann Keit Vimp Bev diwar-benn ar werzh a-vras a levrioù a zo bet e Laz an dibenn-sizhun paseet hag e lec'h all ar sizhunioù tremenet. Klevet e vo ivez Loeiz Stervinou deuet da brenañ levrioù ha Marie-Louise ar Gov deuet evit ar valeadenn ha da weladenniñ ar Chapel. Youn Jardin diwar-benn daou arvest a vo an dibenn-sizhun-mañ e Bro Douarnenez evit sikour tud Ukrainia ha tud Palestinia. Heuliadenn ar sizhun : Brezhonegiñ e Bro Gemperle. Kronikoù Ar bed o treiñ : Serial Killer Lover Brav ha bev : Martezeadenn ar Rouanez Ruz Keleier : Yuna Cojean (Radio Bro Gwened) Abadenn ga...
2022-10-19
00 min
C'hwezh an deiz
C'hwezh an deiz 02/09/2022
Distro-skol ar c'hentañ derez e Diwan Penharz e Kemper ha gweladenn Isabelle Assih, maerez kemper. Klevet e vo Thierry ar Ster skolaer er c'hlas CP, Keven ar Fur, rener an teir skol Diwan e Kemper ha Youn Chapalain ezel eus an Aep. Dilez Joel Le jeune, prezidant Lannuon-Treger Kumuniezh. Trefina Kerrain, kuzulierez e Lannuon e karg eus ar sevenadur, ar glad hag ar brezhoneg ha dilennet e Lanuon Treger Kumuniezh a vo ouzh mikro Tomaz Laken eus Radio Kreiz Breizh. Heuliadenn ar sizhun : Anne Gouerou diwar-benn hec’h e-book La troménie de Locronan. Kronikoù War roudoù an dinozored : Digoradur + Trias...
2022-09-02
00 min
La Petite Lanterne
Les jeunes et la loi El Khomri / 5ème émission des étudiants en journalisme de l'IUT de Lannion
Pour cette cinquième émission enregistrée au Centre d'information et d'orientation de Lannion, les étudiants en journalisme ont axé tous leurs sujets sur la manifestation contre le projet de loi El Khomri, dit loi travail. Présentée par Louise Raulais, vous pourrez retrouver dans cette émission spéciale : - Une présentation de la dernière mouture du texte de loi, par Yuna Cojean - Les réactions des différents politiques dont les propos ont été recueillis par Mathilde Sire et Etienne Bracq - Un reportage sur la place des réseaux sociaux dans la manifestation, de Victor Donadei e...
2016-03-31
00 min
La Petite Lanterne
Les jeunes et la solidarité/ 4ème émission des étudiants en journalisme de l'IUT de Lannion
La quatrième émission des étudiants en journalisme, enregistrée à l'IUT de Lannion, porte sur les jeunes et la solidarité. Dans cette émission présentée par Yuna Cojean, vous pouvez retrouver : - La revue de presse présentée par Christophe Magat et Salammbô Marie - Louise Raulais et Cloé Magister vous proposent un reportage sur l'économie sociale et solidaire, avec l'exemple du Cap Mag'Ig, un magasin solidaire de Lannion. - Un reportage sur le Pass Engagement (http://cotesdarmor.fr/citoyennete/la_jeunesse.html) réalisé par Christophe Magat et Etienne Bracq - Victor Donadei bouscule les stéréotypes avec une...
2016-03-25
00 min
La Petite Lanterne
Le travail des jeunes / 3ème émission des étudiants journalistes de l'IUT de Lannion
Pour cette troisième émission enregistrée à l'IUT de Lannion, les étudiants en journalisme ont choisi de s'intéresser au travail des jeunes. Dans cette émission présentée par Cloé Magister, vous pourrez retrouver : - La revue de presse présentée par Yann Le Ny et Yuna Cojean - Un reportage sur le co-working par Victor Donadeï et Yann Le Ny - Etienne Bracq et Christophe Magat se sont intéressés aux jobs étudiants et plus particulièrement au baby-sitting - Que deviennent les jeunes après un service civique ? Salammbô Marie et Mathilde Sire sont allées à leur rencontre...
2016-03-24
00 min
La Petite Lanterne
2ème émission réalisée par les étudiants journalistes de l'IUT de Lannion
Les étudiants en journalisme réalisent comme chaque année 5 émissions de La petite lanterne en direct de l'IUT de Lannion. Cette année, elles ont pour thème principal la jeunesse. Pour ce deuxième rendez-vous, les loisirs seront abordés. Plusieurs sujets dans cette émission présentée par Etienne Bracq - La revue de presse par Salammbô Marie et Louise Raulais - Le championnat universitaire de canoë kayak et la rencontre avec l'un des participants, Ludovic Lecointre, par Christophe Magat - Salammbô Marie et Etienne Bracq vous en disent plus sur le déplacement du skate park de Perros Guire...
2016-03-11
00 min